Mont d’an endalc’had

Ovulidae

Eus Wikipedia
Ovulidae

Ovula ovum.
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Iskevrennad : Caenogastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Uskerentiad : Cypraeoidea
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ovulidae a zo ur c'herentiad blotviled hag a vez graet '"hoc'higed-mor"[1], "hoc'higoù-mor"[2], "hoc'higed", "moc'h-mor" pe "moudennigoù" anezho. Ar c'herentiadoù tost Cypraeidae ha Triviidae a vez heñvelanvet e brezhoneg abalamour ma oant renket gwechall en hevelep kerentiad.

E yezhoù all e vez graet anezho porcellana (it), porcelaines ovules (fr), faoiteag (ga), kauri (de) , kauri's (nl) pe zoken cowries hag egg cowries (en).

E morioù Breizh (Mor Breizh ha Meurvor Atlantel) e vez kavet ar spesadoù Xandarovula patula ha Xandarovula hiscocki.

Hervez ar skiantourien e vez renket holl spesadoù ar c'herentiad dindan ar genadoù meneget dindan..

Hervez ar Word Register of Marines species (WoRMS)[3] ez eus 45 genad dindan er c'herentiad, lod o strollañ meur a spesad ha lod all nemet unan. Nav (9) genad a zo nevez deskrivet dibaoe ar bloavezhioù 2000.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Geriadur Ménard, 2020, p. 1044-b/porcelaine.
  2. Geriadur Al Liamm, 2014, p. 389-a.
  3. (en) WoRMS
  4. (en) Felix Lorenz & Dirk Fehse. The Living Ovulidae – A manual of the families of allied cowries : Ovulidae, Pediculariidae and Eocypraeidae. Hackenheim : Conchbooks, 2009 (ISBN 978-3-939767-21-3)