Bourdel
Neuz
Brezhoneg
- Meneget e 1732 en Dictionnaire françois-celtique ou françois-breton gant Grégoire de Rostrenen (p. 928a ha 605a) : Bourdell[1].
- Diwar an anv okitanek Bordèu, deuet diwar an anv latin Burdigala, a deufe eus *burd- ha *gala, « ouf » ha « geun » en akitaneg pe euskareg (c. 1100) Burdele, ca. 1135 Bordels.
Anv divoutin
Bourdel /ˈbur.dɛl/
- Kêr eus Okitania, kumun ha prefeti departamant gall ar Gironda ha pennlec'h rannvro Akitania-Nevez.
- A-benn dilun e vi aet kuit en dro da Roazon ha me war du Bourdel. — (Abeozen, Hervelina Geraouell, Skridoù Breizh, Brest, 1943, p. 119.)
- Hag ac'hano penn en norzh, etrezek Bourdel. — (Frañsez Kervella, Dindan Gouriz ar Bed, Mouladurioù Hor Yezh, 1985, p. 202.)
- Un donnell vin ê Bourdell hac e Naunet a ſo pedér barricquennad. — (Grégoire de Rostrenen, Dictionnaire françois-celtique ou françois-breton, e ti Julien Vatar, mouler ha levrdier, 1732, p. 928a.)
Deveradoù
- Bourdelad (liester : Bourdeliz)
- Bourdeladez (liester : Bourdeladezed)
- bourdelat
- kistin-Bourdel
Troidigezhioù
- Ar pennad « Bourdel » e-barzh Wikipedia
Roll an daveoù :
- ↑ Grégoire de Rostrenen, "TONNEAU" & "MARRON", Dictionnaire françois-celtique ou françois-breton, Roazhon, e ti Julien Vatar, mouler ha levrdier, 1732, p. 928a ha 605a (war lec'hienn Levraoueg Vroadel Bro-C'hall)