Mont d’an endalc’had

gan

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Savet diwar gan-, pennrann ar verb genel, hep dibenn-ger.

Furm verb

Kemmadur Furm
hep gan
dre vlotaat c'han
dre c'hwezhañ digemm
dre galetaat kan
amreizh c'han

gan /ˈɡãːn/

  1. Furm ar verb genel e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
  2. Furm ar verb genel en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.
  3. Furm ar verb mont e kentañ gour unan an doare-gourc'hemenn.
    • -N'ez ket? -Gan!

Kembraeg

Etimologiezh

Diwar cant e hengembraeg ; s.o. brezh. gant.

Araogenn

gan /gan/

  1. (Yezhadur) Gant (dirak anv ar graer).
    • Bedyddiwid ef gan Ioan.
      Badezet e voe gant Yann.
  2. Digant
    • Rhoddwyd anrheg i'r bachgen gan yr athro.
  3. Abalamour, goude.
    • Fy wyneb sydd fudr gan wylo.
      Lous eo va dremm eus gouelañ.
  4. Da gunujenniñ :
    • Y lleidr gennyt!
      Laer ac'hanout!

Taol

Taolenn displegañ an araogenn "gan"
GourioùLennegelDistagadur LennegelKomzetDistagadur komzet
U1gennyf/Distagadur ?/gen i/Distagadur ?/
U2gennyt/Distagadur ?/gen ti/Distagadur ?/
U3gganddo/Distagadur ?/ganddo fe/Distagadur ?/
U3bganddi/Distagadur ?/ganddi hi/Distagadur ?/
L1gennym/Distagadur ?/gynnon ni/Distagadur ?/
L2gennych/Distagadur ?/gynnoch chi/Distagadur ?/
L3ganddynt/Distagadur ?/gynnyn nhw/Distagadur ?/

Notenn

  • Kemmadur dre vlotaat goude gan.

Troidigezhioù